Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
GLAD SENOLF

Etude et mise en valeur du patrimoine de St-Nolf

Pourmenadenn e Brezhoneg

E Roc’h an Argoat d’ar Sul 3 a viz Ebrel Adalek 3 eur d’an abardaez

 

 

 

Digoust ha digor d’an holl!

 

 

 

Gant tud kevredigezh Andon a zo he fal reiñ lañs d’hor sevenadur ha d’he stummoù lieseurt (en ur sikourat war un dro Skol Diwan Kistreberzh), hon eus soñjet e vefe mat kinnig darvoudoù e brezhoneg. Gwir eo, e vank re alies d’ar vrezhonegerien tro d’en em gav evit implijout yezh ar vro gant plijadur.

 

Evel just eo digor d’an holl a zo tomm o c’halon ouzh ar brezhoneg, ar re o teskiñ er c’hentelioù noz gant poan a wechoù, ar re ampart war ar yezh ha brezhoneg flour ganto hag evel just ar vrezhonegerien a vihanik bet desket gant chañs ar yezh war barlennoù o mamm.

 



rochefort-en-terre-06 

 

 

 

D’an dud se e kinnigomp en em gavout d’ar sul 3 a viz Ebrel da 3 eur d’an abardaez e kichen ar puñs war blasenn ar kreiz kêr (hini al luc’hskeudenn). Mont a rimp neuze d’ober ur bourmenadenn war henchoù Roc’h an Argoat (6 kilometrad pe un eurvez hanter da ruzañ ho potoù war an henchoùkleuz en urvrezhonekaat). War un dro e vo klasket kinnig un nebeut displegadennoù war istor ar geriadenn. Da heul, ma n’hor ket re skuizh e dibenn an abadenn e vo echuet an endervez e-barzh un ostaleri bennak en dro ur werenn pe ur banne kafe.

 

 

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article