Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
GLAD SENOLF

Etude et mise en valeur du patrimoine de St-Nolf

Skoazell evit ar vanifestadeg e Kemper 31/03/2012

Demat d'an holl Setu amañ-dindan ezhommoù en defe Kevre Breizh evit aozañ mat ar vanifestadeg a vo dalc'het e Kemper d'an 31a viz Meurzh 2012 (Goulennit ac'hanon an daolenn evit an enskrivadurioù ( posubl e vefe ivez kas din war-eeun dre vail).

A galon.

Kristell Tréguer-Barbay sekretourez

Kevre Breizh - 9 straed La Tour d'Auvergne - 29270 Karaez

Pgz: 02 98 73 20 58

kevre.breizh@orange.fr

 

AN EZHOMMOU BREC'HIOU AMAN DA-HEUL :

- Tri faotr postek evit skoazellan an teknikour da sevel ar podiom (Ur "stage-car" eo) d'ar sadorn vintin eus 6e betek 9e ha d'e zistalian etre 23e ha 2e vintin da c'houde.(Tokarnioù,manegoù,botoù houarnet a zleont dougen, ret deomp o asurin ivez)

- Tri faotr-all war al leurenn gant paotred ar sono/gouleier (Siwa) evit treuzdougen amplioù ha bitrakoù a beb seurt etre 9e ha 21e

- 50 A DUD ,PAOTRED PE MERC'HED evit : - sevel an teltennoù-barnum adal 8e : 10 barnum war'blasenn an iliz ; 13 (an evlec'h hag al lochennoù) a-drenv d'al leurenn

-"Henchaouin"ar gerzhadeg(14e/18e),

- distalian barnumoù plasenn an iliz-veur adal 17e

- ober ar servij-urzh war blasenn ar Rezistans (17e/21e)

- distalian barnumoù plasenn ar Rezistans adal 22e

Ret eo deomp kaout o anv hag un eilskrid eus o AOTRE-VLENIAN eus an abretan et e vo dezho kas ganto ur jiletenn velen lufrus (An hini ret er c'hirri) hag un hezoug.

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article